M2 Browning

M2 Browning
Skeudenn ar pennad M2 Browning

Ur vindrailherez M2 Browning war he zrebez
Kinnig
Bro Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Mont en-dro Mindrailherez
Munisionoù 7,62 × 51 mm NATO
Produerien Hiziv an deiz : FN Herstal, General Dynamics

Bet : Colt's Manufacturing Company, Savage Arms, Springfield Armory, General Motors, Rock Island Arsenal ha reoù all

Mare produiñ Abaoe 1921
Pouez ha muzulioù (stumm kentañ)
Mas hollek gant an trebez (hep kartouchenn) 45,36 kg
Hirder 1.653 mm
Hirder ar c'hanol 1.143 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 1.800 m
Hed-tenn d'ar muiañ
Lusk tennañ 500 tenn/mn
Tizh o vont e-maez 898 m/s
Endalc'h Bandennoù kartouchennoù

An M2 Browning pe Browning .50 Caliber Machine Gun zo ur vindrailherez ponner savet e 1918 gant John Browning. Tres ar vindrailherez-se a zo bet awenet gant reoù an arm savet gant ar memes ijinour un nebeud bloavezhioù a-raok, ar Browning M1919, a rae gant kartouchennoù .30-06 Springfield. Savet e oa bet diwar goulennoù resis gant an US Army.

An M2 a implij kartouchennoù .50 BMG, kalz galloudusoc'h ha kalz tevoc'h, a oa bet savet er memes mare evit ar vindrailherez, ar pezh en devoa roet e anv d'an arm (BMG evit Browning Machine Gun). Ar stumm kentañ anezhi a oa anvet M1921. Yenaet e veze dre zour, met dre ma oa re bonner ar sistem-se e voe savet warni ur sistem-yenaat dre aer.[1]

  1. (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p.249

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search